13/04/2009

Shiva : un tamm frapad lenn e brezhoneg

Setu amañ da heul : "Shiva", un destenn 'm eus skrivet e penn kentañ e galleg 2 bloaz zo. Troet'm eus e brezhoneg war lerc'h. Gant an ti embann "Emgleo breizh" e vo embannet a-benn nebeut. E-barzh ar levr "Brud nevez". Voici le lien : http://www.emgleobreiz.com/

Skrivet'm eus ivez ur ganaouenn e brezhoneg diwar "Shiva". E galleg e vez lavaret : "Rien ne se perd, rien ne se crée, tout se transforme." Re wir eo !

"Doueez Shiva.

Abaoe pell edo en va soñj dond da veza evel Shiva. Un doueez a-vro India anezi, Shiva ne ra ked a drouz nag a villou fall. Sonn e vez en he dalh atao, kroaziet he divesker war al leur. Atao war he muzellou e vez eur moushoarz euz ar re a zo ken brao ha ken misteriuz hag hini Mona Lisa. Peder diouvreh he deus. N’eus ket par dezi. Chañs braz he deus, hag he deus.
Me garje beza ken sioul ha didrabaz ha Doueez Shiva. Ganin e korn va diouvuzell e vije atao ur mourshoarz ledan, ha pa vijen o labourad p’an deiz tro dro d’an oaled, a-hed an ti hag a-dreuz dezañ, hardi hag asidu. Gouest e vijen da ober meur a dra war memez tro, heb ma chomfe tra ‘bet a-dreuz pe a-istribill. Gallout a rajen ober pez zo ret ha diwall na vije torret na gwallgaset mann ebet. Mod-se ma an traou pa vezan oh hunvreal…

Un deiz e teuas ma hunvre da wir, evel ma c’hoarvez er brava marvaillou. D’ar mintiñ-se pa oan o tihuni em boa santet pegen droch oa an traou dioustu. Strinket em boa dour fresk war ma bizaj en eur selled ouzin er melezour : eiz breh a oa deut din ’leh ma oa diou an deiz kent ! Deuz ouzin ne chome netra ken, nemed Shiva e oan... biskoaz kemend-all ! Eun tamm beh hag eun tamm souez a oa warnon memestra. O trei da sot edon ? O paka anezi ya kredabl ? Pa oa deut eun tamm furnez hag eun tamm spered ennon e oa teuas soñj ennon ivez euz ar c’hoant bras a oa ennon beza heñvel euz Shiva, na pegen pell en doa padet ar c’hoant-se... ha bremañ e oa deut da wir.
Soñjet em boa kerkent en eur bern traoù a vijen gouest da ober war memes tro azalek bremañ. En eur en em walc’hiñ em boa soñjet e traou digredus a c’helfen ober, gand ar Shiva a oa ahanon bremañ. Gallout a rafen paka partoud. E peb leh e vijen war ar memez tro.
Ul listenn am boa savet :
- Gand an eiz breh a zo ganin e vin gouest da zijuniñ en eur wiska va merh bihan, skoulma lasennou va vab ha kravatenn va gwaz.
- Sikour a rin va mabig pa vezo o lakad e vantell. Riñsa an daol a rafen memez tro, ha kribañ va bleo kemend all.
- Pa vin o kas va oto e vin o ruza war va muzellou hag o walhi bisaj va merh a vez atao ur goloenn konfitur hag unan all chokolad warni diouz ar mintin.
- Gouest e vin da labourat en va bureo, ober stamm ha seni ar fleut, liva hag all.
- El liorz e vo ano ganin lakad dillad war an orjal en eur rei lañs da va mab evid ma z’afe uhel en nec’h gant ar vrañsigell. Pa vezin o hwenna e hellin floura ma haz bihan.
- Skuban a rin ar gegin, skrivan a rin ar pezh a zo da brenan er marc’had, sikour a rin ma vab da zeskin e gentell, hag mill-tamm ma merc’h e klaskin echuin ganti.
- Keginan a rin, ul lapin gant sezv (moutarde) da skouer, lenn a rin ur romant karantezh er memes mare, hag e lakin amann war bara ma bugale, en ur ferin (repasser) dilhad ma familh.

Pervat (parfaite) on setu perak ne lakin james ma romant karantezh er c’hokelenn (cocotte) gant ar sezv. Ne ferin ket roched du ma gwaz gant bara –amann. Ne lakin ket sezv war bara ma bugale. Pa teuio an noz, broustan a rin ma dent hag ar re ma familh er memes mare (nemet ar re ma gwaz !) Klask a rin troc’h-blev (rasoir) ma gwaz en e lec’h peogwir ne gav ket tra ebet meur a wech. Hervez ma gwaz me eo an hini a gav toud an traoù a zo kollet en ti.

Pa teuio an noz e vo poent da gousket. Skuizh e vin. Astenn a rin en ma gwele, skuizh-marv. Ur wele ispisial em eus prenet : graet a-ratozh kaer evidon-me, Shiva. Abalamour d’am 8 brec’h e oa diposupl kousket e-barzh ur wele all. N’emaon ket war ma bleud gant kement a brec’h, ken bras int. Ma wele zo hir a-walc’h ha koulskoude ne me sentan ket sioul. C’hoant e vijen chom sioul hag ober netra met mezevell zo ganin. Ne c’hellan ket gousket. Touchan a ran war bord ma gwele, gant ma 8 dorn. Klask a ran harzoù (limite) ma gwele. Klask a ran ma harzoù. Pennfollet e teuan pa’m eus merzhet bord ma gwele a zo pelloc’h-pellañ. Ma gwele a teu da vezañ ur stang... ur stêr..., ur mor-bras !
A daol trumm em eus laosket ma brec’h. En e lec’h, o deus kresket divaskell. Treuswellus ha bihan toud int. Neuial a ran pell. Re bell.
Hag e tihunan en ma gwele. N’eo ket bras. Normal eo. N’em eus ket ken divaskell, na 8 brec’h, nemet 2. Gwelloc’h eo e mo-se. Ne vin ket james Shiva ! "

Aucun commentaire: